Enezenn ar Cite en Paris, emaon en heol ouzh gwerenn-dal un ostaleri, dirakon un dasennad te hag un hantereurvezh amzer drankil. Brav eo din evel d’ur gazhez war ur voger domm! Anzav a ran, ha pa dalvezfe an eskumunugenn din: plijout a ra din mont da Baris, muioc’h-muiañ. Pa labouran gant tud a-feson eno pell ‘zo, pa ‘meus eno eñvorennoù kaer ha tud karet… Ha me ken stag eus ma zammig aod ken e ouelen, studierez, en ur vont da Roazon! Pa oan aet da Baris dek vloaz ‘zo da labourat un toullad mizvezhioù, e soñje din e vefen “evel ur blantenn gizidik evit ar vro krouet/ a rank gweñviñ pe vervel kerkent m’eo divroet”. Ouzhpenn bezañ chomet bev, darbet ‘oa din bezañ chomet eno! Solutoc’h eo ar plant evit na soñj deomp.
Kaout a ra din emaon o chom er baradoz, ha ma talc’han da choaz dont en-dro, n’eo ket dre zegouezh. Mes skuizhañ a ra an den diwar ur baradoz nemetken. Ken e ra vat mont kuit. O, na pell na pell amzer, mes mont da welet penaos ‘vez kont en tu all d’ar c’hoad. Dizoloiñ. Deskiñ. Ha santout ken klouar heol miz Meurzh ouzh taolig ur “brasserie” war vord ar Seine, e-mesk stlak ar c’hontouer ha fraoñv ar ru, evel war ur garreg en Tregastell e-kreiz kri ar gouelini. Ken prizius, tre ha tre, ar vunutennig a baradoz. Ha ken brav d’ar gazhez.